Y Gododdin

Pajenn eus dornskrid Levr Aneirin.

Y Gododdin (distagañ /ə gɔ'dɔðɪn/) eo barzhoneg meur Aneirin, ur marvnad skrivet e kembraeg (hengembraeg ha kembraeg krenn) pe e kumbrieg, hag unan eus koshañ skridoù barzhoniezh an Henvrezhoned. Savet eo d'ar vrezelourien vrezhon eus rouantelezh Gododdin a varvas o stourm ouzh Angled rouantelezhioù Deira ha Bernicia e Catraeth, a vije Catterick e Yorkshire hiziv, war-dro ar bloaz 600.

Dizemglev zo avat diwar-benn pegoulz ha pelec'h e voe skrivet ar varzhoneg. Lenneien zo a lavar e voe savet e broioù brezhon kreisteiz Bro-Skos, tost war-lerc'h an emgann; re all a soñj gante e voe savet e Kembre, en IXvet pe Xvet kantved. Mard eo en IXvet kantved ez eo unan eus ar barzhonegoù koshañ skrivet e kembraeg, hag ar c'hoshañ barzhoneg eus ar vro-hont.

Ar Gododdin, anavezet evel Votadini en amzer proviñs Britannia, a oa o rouantelezh e gevred Skos, anavezet evel an Hen Ogledd e Kembre, pe Hanternoz kozh.

Kontañ a ra ar barzh e oa bet bodet un 300 brezelour brezhon, darn eus Bro ar Bikted, darn eus Rouantelezh Gwynedd zoken, e Din Eidyn, bremañ Dinedin ("Edinburgh" e saozneg), hag e-pad ur bloaz e voent o vanveziñ. Goude ez ejont da arsailhañ Catraeth, a vije kêr Catterick, e North Yorkshire.

Goude emgannañ e-pad meur a zevezh ne zistroas nemet ur brezelour. E doareoù all eus ar varzhonegez ec'h eas 363 gwaz betek Catraeth ha tri eo a zistroas.

Anavezet eo ar varzhoneg dre un dornskrid eus eil hanterenn an XIIIvet kantved, skrivet un darn anezhañ e krenngembraeg, hag an darn all e hengembraeg. Lavarout a ra lod e vije skrivet e predeneg an hanternoz ma vije eus ar VIvet kantved.

En ur poz eus Y Gododdin eo meneget ar Roue Arzhur, pezh a vije a bouez bras ma c'halljed prouiñ e oa bet skrivet ar poz e dibenn ar VIvet kantved pe e deroù ar VIIvet: neuze e vije ar c'hoshañ meneg eus Arzhur.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search